This is a printer friendly version

Search:

by keyword or phrase:

Go to:

Bible reference:

Translations:

Preferred Translations

  • Preferred Translations can be selected from the preferences tab

All Translations

Extra context verses: 0

john 1:1 (Table III)

Eusebian Number

1.1 3.14 4.1 4.3 4.5
Matt.1.1-16 Luke.3.23-38 John.1.1-5 John.1.9-10 John.1.14
1 Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham. 2Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur. 3Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram. 4Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon. 5Salmon, eus Rahab, a voe tad da Voaz. Boaz, eus Rud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese. 6Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri. 7Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa. 8Asa a voe tad da Jozafad. Jozafad a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia. 9Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia. 10Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia. 11Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon. 12Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel. 13Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor. 14Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud. 15Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Matan a voe tad da Jakob. 16Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist. 1 Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. 2Er penn-kentañ e oa gant Doue. 3An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n'eo bet graet heptañ. 4Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud. 5Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret. 1 Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. 2Er penn-kentañ e oa gant Doue. 3An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n'eo bet graet heptañ. 4Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud. 5Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret. 9ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed. 10Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n'en deus ket e anavezet. 14Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.